en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Manifestiñ en Naoned disadorn : un toullad peragoù...

Manifestiñ en Naoned disadorn : un toullad peragoù...

Kazi bloaz war-lerc'h manifestadeg vras Gwengamp eo galvet an dud adarre da zibunañ, e Naoned ar wech-mañ, pa dremeno ar Redadeg dre ar gêr disadorn. Da heul tud Diwan e vo manifestet da zifenn ar soubidigezh ha da c'houlenn ma vo gwarantet diorren ar brezhoneg en deskadurezh dre ur politikerezh yezh kreñv douget gant holl strollegezhioù ar vro. Dibunañ a vo graet evit goulenn muioc'h a ingalded ivez ! An emglev Stad-Rannvro war yezhoù Breizh, lakomp, ne dalv ket evit Bro-Naoned, ha ne gontanta ket Diwan dre vras. Er Pireneoù-Atlantel a-hend-all e vez kevratet ar skolioù euskarek kerkent ha digoret, met trizek vloaz war-lerc'h digoradur skol Diwan Savenneg, kostez Naoned, n'eo ket kevratet anezhi c'hoazh ! Brendan Gwilhouzig-Gouret, deus kuzul-merañ Diwan, a lâr deomp e vo manifestet disadorn war zigarez kas ar brezhoneg war-raok, e pemp departamant Breizh... D'ar Sadorn 30 a viz Ebrel e oa tud Diwan e Pondi gant o emvod-meur. Ha stank e oa ar roll-labour ! E-mesk an traoù da verkañ, an emglev sinet etre ar rouedad skolioù brezhonek hag ar Redadeg. Ur c'henlabour diwanet adalek ar Redadeg kentañ met na oa ket bet lakaet war baper gwech ebet. War meur a sujed all zo bet lakaet ar gaoz hend-all : ar forfejoù-skol, amzer da zont an deskadurezh dre soubidigezh pe c'hoazh diorren ar rouedad. Abaoe al lezenn Molag eo rediet ar c'humunioù da baeañ ar skodenn-skol da Ziwan ma neuint ket a skol divyezhek en o farrez. Ur pezh kammed war-raok evit Diwan etrezek postoù-labour solutoc'h evit implijidi ar rouedad. Dre vras n'eo ket bet plaen an traoù er bloavezh tremenet pa oa bet taget priñsip ar soubidigezh, kalon Diwan koulz lâret. Selaouomp Yann Servais, en karg da gas war-raok ar rouedad e kornôg ar vro, ar rener Gregor Mazo ha Fulup Kere evit ar Redadeg.

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio