en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

UN VILLAGE SANS DIMANCHE

UN VILLAGE SANS DIMANCHE

UN VILLAGE SANS DIMANCHE Teulfilm 52 mn bet savet gant Philippe BARON ha Corinne JACOB Hiziw e komzin deoc'h ag un teulfilm (un documentaire mar karit) a zo bet savet gant Philippe BARON ha Corinne JACOB diwar-benn un darvoud degouezhet er Morbihan er bloaz 1947 hag en doa padet beteg 1965. Istoer un disput a-sort gant ar re a veze gwelet e filmoù Dom Camillo gant Fernandel. Istoer un dizemglew kaled etre maer kumun Lanijenn (Lanvenegen) ha person ar barrez. Daoust d'ar film komz ag un darvoud kozh, ha meskañ dielloù hag atersadennoù tud a-vremañ, bugale pe bugale-vihan ar re o doa bevet ar brezelig-se, e vez gwelet ar film-se evel ur film leun a suspense ennañ. Diskouezet e vez UN VILLAGE SANS DIMANCHE, hanw ar film-sen enta, e stern ar pezh a vez graet anezhañ Le mois du documentaire, un tregont bennag a gumunioù ar Morbihan é kemer perzh ennañ. Da skwer, er Bonoù, e Serent e oa tu da weled ar film souezhuz-se. Ha souezhuz ar film, rag daoust d'an darvoud boud bet rust ha poaniuz evid an dud, ema daet an afer da voud ankouaet da vad, ogozig. Kroget en doa ar brezel etre ar maer, hag a oa war-un-dro rener ar skol laik, hag ar person, pa oa bet goulennet gant hennañ paeañ ur feurmaj deread evid ar presbital. Gwir eo ne baee ket muioc'h, evid ur blead, eged 125 lur, da lâred eo priz ur varaenn pewar livr d'an amzer-se ! Mez ne blegas ket ar person, hag adal ar momant-se e yaas an traoù war dreñkañ, ha treñkañ da vad. Hiziw e vehe bet ur skandal braz, ha kameraioù helaezh e Lanijenn, ha tro ar bed gant an doere goude-se war ar skrammoù sur a-walc'h. Perag ? Waet e oa an afer beteg an eskopti e Gwened. Eno e oa an Aotron Eskob, hag a oa neuze an Aotrou Bellec, e penn an traoù. Ne oa ket un den soupl, an Aotrou Bellec : evid lakaad ar maer da blegañ e oa waet beteg serriñ an iliz e Lanijenn ! Ur revolusion en amzer-se, pa yae an oll, pe dost, d'an oferenn, maouez ar maer zokén, pa yae an oll da glask boud badezet, dimezet, interet gant bennozh ar person. Adal neuze e oa daet ar vourc'h da voud didrouz : ne sone ket mui ar c'hloc'h, ne zae ket mui an dud d'ar vourc'h d'ar sul ha ne laboure ket mui ar goñversanted evel e-raog. Daw e veze d'an dud moned d'ar parrezioù tost evid kleved an oferenn, ha kas o re varw d'ar Faoued evid an obidoù, ar charke gante e foñs an otokarr. Mar ne oa ket marw ar barrez e oa klañv-braz. Mez n'eo ket toud. Ur bemzeg bennag a dud ar barrez a oa bet eskumuniget gant an eskob, ha ne oa ket bet lamet ar binijenn-se e-raog ar bloaz 1965, da lâred eo pemzeg vloaz goude ! Ya, ankouaet e oa bet an istoer-se, a zegas soñj dimp ag an ambiañs a veze heni kumunioù ha parrezioù Breizh d'an amzer-se, hanter-c'hant vloaz goude lezenn 1905 he doa graet an disparti etre ar Stad hag an Iliz. E-pad pell amzer en doa padet ar brezel, ha mard eo sioulloc'h an traoù hiziw ne sinifi ket ne chom ket bew an tan dindan ar ludu, prest da ziskoueziñ e sklaerder da beb an amzer. Soñj 'm eus ag un istoer a oa bet kontet din gant ur skolaer kozh, ur skolaer a skol an diaoul, a oa bet éc'h ober skol e Bohal, e kostez Malastreg. Douzh tu ar skol gristen e oa kentoc'h ar maer. Mez dindan melestradur ar gumun e oa an ti-skol laik. Daoust d'an dra-se e ruze ar maer evid lakaad d'ober ar labourioù rekiz evid derc'hel an ti-skol laik e stad. Ar wezh-sen e vanke un nor douzh unan a gabinetoù an ti-skol. D'an amzer-se e oa an oll gabinetoù e kourt an ti-skol, ha ti-skol Bohal a oa just e-tal an iliz. Goude boud gortaet pell àr-lerc'h dor e gabinet, ar skolaer en doa divizet moned da azeziñ war ar gadoer doull just pa oa an oferenn-bred éc'h achu, ur Ouest-France bennag digoret braz diragzañ. Ha toud an dud, é sortial ag an iliz, o doa gwelet ar skolaer publik é kac'had dirag an oll, ar sul-se. Arsa, ne oa ket bet pell ar maer é lakaad an nor a vanke d'ar gabinet. Talvouduz e vehe sur a-walc'h dastum an oll fedoù-se, a lakahe da gompren penaoz e oa an traoù etre an diw skol, un amzer zo bet, war maezoù Breizh. Peadra da farsal hiziw marse, mez dreist-oll peadra da gompren ive talvoudegezh ar laikelezh wirion, pa vez komzet ag an dra-se hiziw c'hoazh, evid abegoù arall. JCLR.28/11/2012. Sevener ar film : Philippe BARON : baronphilippe@club-internet.fr
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio