en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

POPULAIRE

POPULAIRE

POPULAIRE 2012 Ur film savet gant : Régis Roinsard. Gant : Romain Duris, Déborah François. Vad a ra da Yann ha d'e gensorted splujañ un tammig en amzer dremenet. Vad a ra gweled ar vuhez evel ma oa en-dro dimp pa oamp yaouank. Evel-rezon e rank an den boud tapet ur serten oad evid kavoud plijadur en afer-se. Ar grennarded a-hiziw ne welint aze nemed kozh traoù. Soñjit un tammig : ur film savet a-zivoud ar skriverezoù, da lâred eo a-zivoud ar machinioù a servije d'an dud, maouezi dreist-oll, da vizskrivañ, ar pezh a zo skriv mez n'eo ket gant an dorn, n'eo ket dornskriv, nann, bizskriv, da lâred eo skriv gant begoù o bizied, dre skoiñ war stokelloù ur mekanik-skrivañ. Ha fonnaploc'h-fonnabl, ouzhpenn kement-se, buannoc'h-buan, primoc'h-prim ! Beteg boud gouest da gemer perzh e koñkourioù-sekreterezed, evid gouied piw a vo an heni brimañ anezhe. Koñkourioù a veze savet er rannvroioù a Frañs, mez koñkourioù pe kenstrivadegoù etrebroadel ive. Nag a blijadur aze da Varienna diskoueziñ hec'h amparted, nag a labour ive sur a-walc'h. Ur gwir c'hourdonadur hebkén a veze gouest da lakaad ar gandidadez a-live. Daw e veze dezhi kavoud ur gourdoner enta, hag unan didruez evel-just& pe d'un danvez-gourdoner kavoud e Varienna. Aze ema tem ar film, lec'hiet e fin ar bloazioù 1950, ur film romañset gant un istoer a garantez ouzhpenn, un istoer a garantez a-sort gant ar re a blije d'ar maouezi d'an amzer-se (ha d'ar baotred ive sur a-walc'h, na boud ne vo ket akord ar re-mañ marse gant ar pezh eh on é lâred amañ). Bremañ e vez gwelet otoioù 4x4 é roulad, otoioù regulet o zizh, otoioù kemmesk o grem, tredan-hag-esañs pe otoioù a ya war-raog gant tredan hebkén. Mez er film e tizoloomp un amzer dispariset dija, amzer an Dauphine vihan. D'an amzer-se e hunvree ar c'hrennardezed boud sekreterezed, evid pellaad a-zoc'h modoù kozh o zud, micherourion pe beizanted hag a oa stank er boblañs d'an amzer-se. N'ankouomp ket e oa penn kentañ ar bloaziadoù e vez graet prantad an 30 Vloaziad Gloriuz anezhe, les Trente Glorieuses, na petra 'ta ! Rag moned da vevañ e kêr a glaskent ober, ar merc'hed-se, kavoud ur vicher brop, kuitaad ar bed kozh, heni ar brezhoneg, da skwer& N'eo ket a Vreizh e komz ar film, mez a gêr Lisieux. Mez soñj 'm eus c'hoazh ag ar stad a veze gwraet e-kostez Henbont ag ur skol brevez hag a stumme ar merc'hed yaouank-se, skol ar Boutiez, e-tal sant-Jili. Luc'hañ a rae daoulagad ar mammoù pa c'hellent embann e oa bet degemeret o merc'h er skol-se. Pell-mat zo dija ema bet kaset ar mekanikoù-skriv-se d'ar mirdi. Bremañ e raer gant an urzhiataer, ar smartphone ha kement a zo. Istoerioù karantez a sav hiziw-an-deiz c'hoazh ur sort, abalamour d'ar benvegoù-se, gras dezhe pe&en despet dezhe ! A-benn ar fin e chom an dud evel m'emaint a-dreuz an amzer. N'eus nemed ar bed a savont hag a chañch, ha buan a-walc'h. Lod a lâr eh omp bet re bell, re vuan. Mez an dra-se zo un afer arall. D'an amzer-se ne veze ket komzet a zazont ar blanedenn c'hoazh. Oad an inosañs e oa c'hoazh. Un tamm kompren ag hon respontegezh marse hon eus tapet a-c'houde& JCLR. 20130109.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio