Manifestadegoù a-enep da zanvez-lezenn nevez al labour
Kazi 500 a dud a oa bodet e Kemper hiziv ha kemend-all 'pep lec'h dre ar vro. Diwar galv ar sindikadoù o deus an dud manifestet evit sevel a-enep d'an danvez-lezenn nevez evit al labour.
Klemm a reont a-enep d'ar c'henemglev 'bet sinet d'an 11 a viz Genver tremenet etre 3 sindikad hag ar batronedoù. D'o soñj e rofe al lezenn-se tu d'ar batroned skarzhañ an implijidi en un doare aesoc'h. Aotreet e vefe an embregerezhioù en arvar, da skouer, da ziskenn goproù an implijidi ha da gemmañ an implijoù-amzer e-pad daou vloaz ; kement-mañ hep goulenn o soñj digant al labourerien.
Evit 'poent 'n eus ket bet anv da dennañ an destenn-se diwar ar roll, met diellfennet e vo an danvez-lezenn gant an deputeed 'benn an 2 a viz Ebrel.
Yves Abien, ezel eus an unaniezh sindikadel Solidaires, 'n eus roet e soñj da Gatell Uguen.