Un adti-post nevez b'an Alre !
E Breizh, èl e Bro C'hall a-bezh, eh eus muioc'h muiañ a tiez-postoù hag a zo serret.
Ur gudenn bras eo evit an dud n'o deus ket un oto da skouer evit mont d'ur burev all. Enep ar gudenn-se eo bet digoret un adtipost, pe ur relay poste, b'an Alre.
Un adtipost n'eo ket ur burev. Met ur stal hag a c'hinnig servijoù an ti-post. Moian'zo, da skouer, kas lizheroù, prenañ timbroù pe tapiñ pakadennoù. Se zo da zec'hel servijoù lec'hel an ti-post evit an dud pa veze serret ar burev.
Pezh 'zo a-houde miz gwengoloñ er stal Velo Breizh, b'an Alre, er c'harter an ti-gar. Kevin ha Kristel a zo e penn ar stal-se hag a feurm, gwerzh pe renk ar veloioù. Gante oe bet divizet sevel un adtipost en o stal kar serret e oe burev ti post karter an ti-gar.
Yuna Kojan zo deuet da wel Kevin ha Kristel.