Larsen ha mediator 17 : The mods hag ar Swinging London
Degemeret eo mat berzh ekolomikel fin ar bloavezhioù 50 e Breizh-Veur gant ur boblañs o c'houzañv ur sistem klasoù abaoe kantvedoù. Evel er Stadoù-Unanet, ez eus ur c'hoant bras gant ar yaouankiz da brofitañ eus e vuhez. Hervez Time Magazine ez eus d'ar c'houlz-se kazi 30 % eus annezidi Londrez hag a zo etre 15 ha 34 bloaz, un dregantad brasoc'h eget e peurrest an enezenn. Ar yaouankiz-se an hini eo a lakao Londrez da swingañ, oc'h ijinañ stiloù nevez, kenkoulz evit an dilhad hag evit ar sonerezh.
Playlist :
- The Kinks : I'm not like everybody else
- Pennad tennet eus Quadrophenia, film Franc Roddam, produet gant The Who films ha Polytel e 1979
- The Kinks : Well respected man
- The Kinks : Sunny afternoon
- The Who : My generation
- The Who (at Leeds) : Young man blues
- Small faces : What cha gonna do about it