Harz-labour gopridi ar vediaouegoù
D'ar merc'her 10 a viz ez eo bet aozet ur vodadeg dirak mediaoueg Gwengamp gant gopridi mediaouegoù Bro Dreger ha Bro Oeloù ha tud deus ar vro. Graet o deus harz-labour an devezh-se evit stourm a-enep d'ar pass yec'hed evit an dud o tont er vediaouegoù. Pa 'h eo bet diskleriet gant ar prezidant Emmanuel Macron e vefe al lenn "grande cause" Bro-C'hall e vez gopridi ar vediaouegoù oc'h ober ur c'hontad kriz : nebeutoc'h a dud a vez o amprestiñ levrioù, ret eo difenn d'ar vinored mont 'barzh, ret eo difenn d'an dud hep pass dont d'em dommañ, da sellet, da selaou, da gaozeal hag ivez, ret eo difenn dezho implijout un urzhiataer padal eo startoc'h startañ bezañ en liamm gant melestradurezh Bro-C'hall hep Internet.
Yann-Fañch Durand a zo skolaer 'ba bro Gwengamp ha Myriam Troadeg a zo levraouegerez e Lannuon.