Miz 'zo bremañ e vez bevet gant Plougoñ ul lodenn deus he istor en dro, dre ar sinema
Gant ar sevener Nicolas Gwilhou e vez troet un hir-metrad faltazi, e galleg, o tremen da vare ar stourm enep kreizenn nukleel Plougoñ.
Kontañ a raio ar film « Plogoff 1980 » istor ur vamm he-unan gant he merc'h, hag ur martolod o tistreiñ d'ar vro goude bezañ kuitaet Plougoñ 10 vloaz kentoc'h.
Eric Simonin a zo komedian war an treiñ hag anavezout mat a ra Nicolas Gwilhou...
Hag e vez klasket war lerc'h tud d'ober figurasion c'hoazh evit senennoù manifestadegoù all, e Plougoñ :
- sadorn 13 ha sul 14, goude-merenn e Plougon,
- d'ar merc'her 17 e Plougon,
- d'ar yaou 18 e Kemper,
- d'ar gwener 19, sadorn 20 ha sul 21, e Plougon.
Evit ar re a faot dezho kemer perzh, e c'hellont mont e darempred gant maouez ar c'hasting, o skrivan dezhi da plogoff@vodistribution.fr.
« Plogoff 1980 » a zo produet gant « Vent d'Ouest Production », ti produiñ ar sevener Nicolas Gwilhou.