OKTOPUS KAFÉ "Ar vro didu" (2010) 1/5
Ar vro vigoudenn vez enoret genomp ar sizhun-mañ, grass d'ar hartet akoustik Oktopus Kafé ha d'o albom kentañ Ar vro didu. Akordeoñ Jean Floc'h, gourrebed Pierrick Tardivel, kitar Alain Léon ha mouezh Ifig Flatrès : pewar arzour ag ar re wellañ deus enrollet sonennow hengounel o hornad-bro ken karet, ha kempennet iwe posiow ur bigouter anavet mad g'an oll : Pier-Jakez Hélias.
Musik, hag ohpenn limajow, en o fennow pe àr ar leurennow, ar haner Ifig Flatrès zisplega deomp penaos e labourant, ged pezh hent ema-eñv waet, an toniow en deus klewet ba'r gêr (a Stivell da Vrel), liw new-wave e amser-krennard, beteg e hoant da dañwaad soniow arall en amser da-zoned...
OKTOPUS KAFÉ "Rozenn Kernitu"
in Ar vro didu (2010 . KerneProduction)
ALAN STIVELL "Rentrer en Bretagne"
in Terre des vivants (1981 . Keltia III / Disc'AZ)
LES SOEURS GOADEC "An aotrou Kont hag e gornandonez"
in Les sources du Barzaz Breiz aujourd'hui (1989 . ArMen / Dastum)