Priz ar butun a gresko 'benn miz Gouere adarre
'Benn miz Gouere kentañ 'vo lakaet priz ar butun da greskiñ eus 4,5% 'vit ur pakad sigaretennoù (war dro 30 santim) ha 10% 'vit ur pakad butun ruilh (war dro 60 satim). Ur c'hresk 'vit arc'hantaouiñ kef ar Surentez Sokial. E miz Here 'oa kresket eus 6% priz ur pakad butun c'hoazh. 'Vel just eo savet sindikad ar (g)werzherien butun a-enep d'ar c'hresk mañ. Hervezo eo lakaat o stalioù en arvar, dreistholl 'bar parrezioù bihan. Deomp da selaou Andre Ledan, perc'henn ur stal anvet "Le café des brumes" 'ba Kommanna. Gant Erwan Blanchard.