Manifestadeg ar skolaerien
Hiziv e oa galvet ar skolaerien d'ober harz-labour evit goulenn ma vo staliet 'benn bloaz hepken al lusk-skol nevez a bevar devezh hanter. 36 a skolaerien a zo paouezet gant o labour hiziv evit a-sell ouzh akademiezh Roazhon, war ar pevar departamant. Muioc'h eget ur skolaer war dri neuze. Manifestadegoù a zo bet un tammig 'pep lec'h dre gêrioù ar vro. Ouzhpenn 500 a dud a oa e straedoù Kemper ar mintin-mañ, en o zouez Armelle Ar C'hozh, sekretourez departamantel SNUIPP, sindikad ar skolaerien. Ur pennad-kaoz gant Katell Uguen.