Un vandenn-dreset vo graet diàr-benn bro Pondi.
Ar pal eo diskweiñ pezhioù dibar ag ar glad hag a istoer ar parrezioù. Pemp kumun ha daou-ugent zo tolpet ba bro Pondi. Treset e vo an tudennoù, tri faotr yaouank get Nicolas Le Tutour. Hennezh lakao an tri c'hrouedur da vonet dre ar vro dre an istoer. Ar vandenn-dreset vo kavet e stumm ar levr mes iwez e stumm niverel barzh ar stalioù ha barzh an tier touristed. Pemzek deiz 'zo oa bet roet lañs d'ar labour e Melrant. René Le Marrec a zo kuzulier kêr eno ha perzh er raktres. Selaouamp dohtoñ é tispleg hiroc'h deomp.