Abadennoù e brezhoneg 'zo 'ba mirdi Breizh Roazhon
Emberr da 6e30 e kinnigo Mirdi Breizh Roazhon ur brezegenn diwar-benn Breizh hag he sevenadur lies-yezhek. Kaoz 'vo evel-just eus ar brezhoneg, met ivez eus ar gallaoueg hag eus ar galleg. Petra eo o istor, o flas hiziv an deiz ? Daou gelenner a vo evit kas an diviz da-benn.
Paskal Nignol, heñter e Mirdi Breizh, n'eus displeget hiroc'h da Gatell Uguen.