Kumunn Treglonou asant degemer ul lodenn eus kumunn Plouvien
Dilennidi kumunn Treglonou 'zo a-du 'vit degemer al lodenn vor eus Plouvien: votet 'oa dilun noz. Giz-se vo ket Plouvien tapet gant lezenn an arvor ken: mat 'vit ar milinoù avel hag astenn savadurioù an embregerezh boued anvet SILL 'oa nac'haet dezho sevel ur gaoter gant koad, nevez 'zo, 'blam d'al lezenn mañ. Ar wech kentañ 'ba Bro-C'hall c'hoarvez seurt traoù. Bremañ 'mañ an afer gant prefed Penn-ar-Bed. Selaouomp René Montfort, eil maer 'ba Plouvien. Gant Erwan Blanchard.