Dasson : ar c'honsert nevez savet get Dominique Molard.
Un abadenn neus soñjet anezhi diàr ar c'heunnig graet get Daniel Guével, renour ar greizenn Amzer Nevez e Planwour. Kroget en deus da labourat àr-dro d'ar benvegoù skoiñ sur-walc'h get e vab Yvon Molard ha pedet neus Nolùen Buhé ha Bahia El Bacha a sona a-veg ha get ar violoñsell. An arvest-mañ zo kenbroduet get ar FIL en Oriant ha get Amzer Nevez. Keunniget e vo evit ar wezh ketañ 'benn àrc'hoazh da noz. Ar mitin-mañ oa ur bleustradenn e Planwour. Bet eo Yaelle ar Mouel é houlenn muioc'h get Nolùen Buhé.