Manif 'ba Roazhon gant produerien laezh: re izel priz al laezh
Hirie goude merenn 'oa un tri-ugent a broduerien laezh o vanifestiñ e Roazon. Adal un eur 'oant bodet dirak ti al labour-douar, diwar galv an APLI (kevredigezh ar broduerien laezh dizalc'h), hag ar sindikadoù Coordination Rurale ha Confédération Paysanne. 'Maint o taeriñ deus priz izel spontus al laezh, 300 ¬ ar mil litrad, pa rankfe bezañ 350 ¬ ar mil litrad laezh da nebeutañ, emezont. Fulup Gwinamant zo saver saout laezh e Karnoed, muioc'h a displegadennoù gantañ deus mikro Tudual Karluer.