Albert Boché : ur lid e Baod
Disadorn oa bet graet un tamm lid e Baod evit reiñ inour da Albert Boché.
E miz Eost paset e oa bet roet dezhoñ kolier an Erminig evit ar labour neus kaset da benn evit ar brezhoneg a-hed e vuhez. Pedet oa bet kanerion, sonerion, ha bugale skolioù ar Gourhandel ha Diwan da gemer perzh. Fromus oa bet prezegenn dreistholl ha pa noa displeget e vo ret kenderc'hel stourm evit diwhenn yezh hon hendadoù. Doh mikro Yaëlle ar Mouel.