Danevell Sauvé er Mor-Bihan: ur gwagenn disfi a zo en aozadur relijiel
Emañ an Iliz e c'houlenn bout digarezet evit e berc'hed laoskoni (lâcheté), goude embann Danevell Sauvé e penn kommañs miz Gouel-Mikel, labour ur c'homision emren a-ziàr an abuzoù seksel àr ar vugale en Iliz gatolek, disoc'h un enklask 2 vlez.
Ivan Brient, viker-bras e eskopti Gwened, a oa tremenet dre studio RBG, choket bras get ar sifroù bet roet.