War heñtoù Breizh
Betek an tri àrn ugent a viz Here emañ an diskouezadeg Âmes de Bretagne el leurenn Glenmor, e Karaez. Ul labour enklask lañset gant ur c'hoar hag he breur.
Anne-Laure ha Kevin Hamon a oa en em rentet kont ne anavezent ket kalz tra diwar-benn o bro. Ha setu int aet o daou war heñtoù Breizh, evit mont da welet an dud hag ober goulennoù oute diwar identelezh, istor, yezhoù, sevenadur hag amzer da zont ar vro. War-dro Daou c'hant hanter kant den zo bet filmet gante hag abaoe un nebeud mizioù bremañ emañ ar gevredigezh Âmes de Bretagne o kinnig an diskouezadeg un tamm e pep lec'h er vro.
Tomaz Laken zo bet o welet anezhi, da heul Noyale Lefebvre, animatourez e Karaez.
Ma faot deoc'h gweladenniñ an diskouezadeg Âmes de Bretagne e brezhoneg e c'hallit kemer emgav gant tud ar gevredigezh. Hiroc'h war amesdebretagne.bzh