en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dilojet eo Ofis Publik ar Brezhoneg e kastell Kerpuilh

Dilojet eo Ofis Publik ar Brezhoneg e kastell Kerpuilh

Tostaat a ra fin al labourioù e kastell Kêrpuilh e Karaez, lec'hiet e kichen al lise Diwan. Abaoe miz C'hwevrer 2020 zo tud o labourat e-barzh ar savadur bet prenet gant Rannvro Breizh e 2010. N'eo ket peurachu al labourioù c'hoazh e rez-an-douar met an estaj kentañ bepred zo prest da zegemer servijoù Ofis Publik ar Brezhoneg. Dilun e oa implijidi an Ofis o tizoloiñ o burevioù nevez-flamm. Tomaz Laken a oa bet o kuriuzenniñ e diabarzh ar c'hastell, hag o c'houlennata Fulup Jakez, rener an Ofis, diwar-benn an dilojadeg...un darvoud gortozet abaoe pell zo ! War achuiñ emañ al labourioù er c'hastell, met n'eo ket fin al labourioù a zo da vezañ war domani Kêrpuilh. A-benn ar bloaz a zeu e vo kroget normalamant gant labourioù bras e lise Diwan Karaez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio