en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

« Labourat e brezhoneg ! »

« Labourat e brezhoneg ! »

Etre pemp kant ha eizh kant den o deus manifestet e Karaez evit difenn ar brezhoneg. Goulenn a rant ur budjet uheloc'h d'ar Rannvro. C'hoarvezh a ra en ur prantad kompliket mat evit an deskadureh dre soubidigezh ha divyezheg ivez. Bodet eo an dud diàr galv ur strollad labourerion ha labourerezed a ved ar brezhoneg hag ar sevenadur. E-raog an darvoud e oe en em vodet ar re-se aveit en em glevout àr ar pezh a vehe lâret da Gristian Troadeg, besprezidant ar Rannvro e karg a yezhoù Breizh. Bodiñ tud an deskadurezh, ar sevenadur, ar mediaoù, ar stummadurioù hag all, setu pal ar c'henurzhierezh-se. Yann-Edern Jourdan a zo komedian, deuet oe d'an emvod. Ur reportaj savet get Tomaz Laken. Emgav a zo roet d'an dud gant ar c'henurzhierezh-se d'ar 16 a viz gouel mikel e Gwengamp a-benn kinnig asambles un dazont d'ar stourmoù war-dro d'ar brezhoneg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio