Ul lec'h sevennadurel nevez e Montroulez
Ur lec'h sevenadurel ag ar choej a zo e Montroulez a-houde miz Gourelen! Digor eo ar SEW bremañ! Stalier eo er "Manu" , ar labouradeg a veze gouestlet da broduiñ segalennoù e kreiz kêr Montroulez. Get teir c'hevredigezh sevenadurel eo bet aozet ar lec'h, dehe da gaouit ur benveg brav ha modern da genig obererezhioù arzel er memes lec'h: sinema, teatr ha sonerezh. Er SEW ema bodet ar sinema anvet "La Salamandre". Asambl ema get teatr aweit komedianed ampechet a-vicher l'"Entresort". "Wart" a zo àr ar lec'h ivez, he fal a zo produiñ sonerien elektro hag ar festival Panoramas. Sañset 'vez dalc'het e kerzh an nevez amzer. Met goazen d'ar reolennoù yec'hedel get ar c'hovid 'oa ranket daleat ar Festival hag aozañ 'ba ul lec'h bihanoc'h 'vit 'bar salioù bras 'ba Langolvas. 'Bar programm ar blez 'mañ e c'haller menegiñ ATOM, REBEKA WARRIOR pe c'hoazh MAKOTO SAN.
Bet eo Erwan Blanchard da heul Lus Chauveau, unan a verourion WART ha SEW, aweit dizoloagne ar lec'h souehus a gaver e kreiz kêr Montroulez