en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Beuzet eo skolaj Diwan Plijidi gant ar re nebeut a glasoù er publik

Beuzet eo skolaj Diwan Plijidi gant ar re nebeut a glasoù er publik

War-dro 200 skolajiad ha skolajiadez a oa gortozet a-benn an distro-skol-mañ e skolaj Plijidi. 200 voent gortozet, hag a-benn ar fin zo bet 17 den yaouank ouzhpenn o c'houlenn bezañ degemeret e skolaj Diwan Bro-Dreger. Betek deizioù kentañ miz Gwengolo he deus ar renerez Soaz Planteg-Rouzig enskrivet krennarded nevez. Darn anezhe o tont deus skolioù divyezhek ar vro ha chomet o fri war ar gloued blam m'he deus nac'het ar rektoriezh digeriñ un toullad klasajoù e skolajoù divyezhek ar vro, evel e Kallag, Plouha, peotramant c'hoazh e Lanmeur. Goulenn a ra skipailh pedagogel Plijidi digant ar rektoriezh kaout peadra da gelenn d'ar grennarded ha krennardezed evel zo gleet. Hiroc'h gant Gwenola Koig, en karg deus ar bedagogiezh er skolaj. Gwenola Koig a voe deus mikro Tomaz Laken.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio