Al liorzh kenskoazell : produiñ legumaj evit ar re o deus ezhomm
Tennadeg aval'ouar a voa diriaou e Kallag, e kreiz Breizh.
Un dregont bennaket a dud a oa deuet betek ar « Jardin solidaire », al liorzh kenskoazell, da sikour serriñ ar pato, giz ma vez lâret du-se. Hag an avalouar-se a vo lodennet en diskar-amzer hag er goañv etre tud ar Sikour Pobl hag ar Restos du Coeur. Pemp mir a valoù'ar, da lâret eo div donenn hanter, a zo bet kempennet gant sikour kamion servijoù teknik ar barrez. Deomp diouzhtu da Gallag da selaou un toullad merc'hed deuet da labourat en deiz-se...
Klevet rit Huguette Provost, Isabelle de Lanjamet hag Isabelle Caignart. Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken.