Manifestet vez e Brest de souten an Afghaniz
Kuitaet o deus soudarded ar Stadoù-Unanet diwezhañ tiriad bro Afghanistan e kreiz an noz (pe dec'h d'abardaez evit eur bro C'hall). 'N em gavout ra ar vro hep arme estren 24 eurvezh a-raog an dieizad fin a oa bet roet gant ar prezidant stadoù-unanad Joe Biden. Ugent vloaz 'zo, d'ar 7 a viz Hezhrev 2001 e oa deuet an nerzhoù armet amerikan e bro Afghanistan, dindan prezidantelezh Goeorge W Bush, pa oa bet nac'het gant an aotrouniezhioù taliban da gas dezho Oussama Ben Laden, e penn Al Gaida d'ar mare-se.
Ugent vloaz war lec'h eo 'n em gavet an dalibaned e penn ar vro en dro, Ha dibaoe pemzekteiz, dre ur pont nij, zo bet diblaset 123 000 (kant tri mil den war 'n ugent) e maez ar vro. N'o deus ket an holl sivilianed gellet mont kuit padal. War dro 200 familh afghanad bet sikouret broioù ar c'hornôg a chom en Afghanistan c'hoazh, en dañjer deus o buhez.
Ouzhpenn an Afghaniz bet sikouret bro C'hall pe ar Staduoù-Unanet a vo lakaet diaes gant ar ren nevez e plas sur-walc'h, hag a raio o soñj cheñch bro. Emmanuel Macron padal, prezidant bro C'hall, an oe diskleriet sklaer ne vefe ket laosket da zont tre an divroidi hep aotre ofisiel. Feuket gant ken nebeut a volontez kenskoazell, zo bet manifestet e bro C'hall dibaoe pemzekteiz, da souten pobl Afghanistan.
Selaouomp ur vanifestourez e Brest.
Troad : Ur pennad kaoz graet get Yuna Kojan. Met an argad-se a c'hoarvez pemp deiz goude ar gwalldaol graet gant ar stad islamek. Ur c'hant a dud zo bet lazhet blam d'an argad-se.