Difennet manifestadeg Paris evit gwirioù ar Balestiniz
Manifestadegoù zo bet aozet e Bro C'hall a-bezh evit souten popl ar Balestinianed, disadorn. Met difennet eo bet ar vanifestadeg e Paris get ar prefeti. Ar vuzul-se zo bet kinniget get Darmanin, ministr an diabarzh. Ar ministr neus disklêriet e oa feuslterioù e 2014 e-pad ur vanifestadeg evit gwirioù ar Balestinianed. Setu perak eo bet nullet ar vanifestaged ar blez-mañ. Met an arguzenn-se eo un abeg toull hervez Anna Thomin. Anavezout a ra mat an disemglev etre Palestinia hag Israel. Er vanifestadeg e oa hag a oa bet aozet e Brest disadorn. Selaomp doc'h he soñj diàr-benn muzul prefeti Pariz, doc'h mikro Yuna Kojan.
Bertrand Heilbronn zo bet laosket da vont get ar polis goude e zalc'h dindan evezh.
Eñ en doa aozet ur bodadeg evit heuliañ ar strollad a zo bet degemeret er Vinistrelezh. Ar vanifestadeg-se a oa bet difennet get prefeti ar polis.