Spontet eo prezidant-ezed Ofisoù Publik ar Yezhoù Rannvro gant ar rekour enep da lezenn Molak
Embann a ra Prezidant ha Prezidantezed Ofisoù Publik ar yezhoù brezhoneg, euskareg, katalaneg hag okitaneg o dipit, o digompren, hag o malozh goude m'o deus 60 kannad ha kannadez kaset ur rekour da Guzul ar Vonreizh, enep lezenn Paol Molak da wareziñ Glad ar yezhoù Rannvro. Ar mellad tizet eo an hini 6, hag a ra ma vo rediet ar c'humunioù da baeañ un treziad skol, ur forfed skol d'ar skolioù o kelenn brezhoneg, pe yezhoù rannvro all.
Evit an Ofisoù e ya ar rekour-se enep da youl ar brasañ niver, hag implij a ra arguzennoù iskis. Arguzennet vez gant ar strollad kannaded er memor bet kaset ganto da Guzul ar Vonreizh, lâr n'o deus ket ar c'humunioù da baeañ ur forfed skol evit o bugale skoliataet e skolioù e brezhoneg, peogwir n'eo ket deskiñ ur yezh rannvro ur gwir bonreizhel.
Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg a lâr deomp pelloc'h...
Ofisoù Publik ar Yezhoù Rannvro, deoc'h da gaout soñj, a zo frammoù publik e lec'h m'emañ ar Stad e-barzh. Labourat a reont a-benn ma vo dioret ar politikerezh yezh a vez votet gant ar Rannvroioù.