« Liorzh kengred » e Kreiz Breizh
Plantañ patos 'vit reiñ legumaj fresk d'ar re 'zo diaezamañchoù arc'hant gante. Setu gant ar mennoz se 'neus komanset un tregont den bennaket d'en em vodañ barzh ur park e Kallag, ar miz-mañ. Prestet eo an dachenn se 'zo un devezh-arat gant ur familh eus ar vro. Ur gonvañsion 'zo bet sinet 'vit reiñ ar gwir da strollad « liorzh kengred » da labourat an tamm douar se. Hag ar boued produet eno 'zaï gant kevredigezhioù skoazell ar re baour... dezho gellout debriñ produet en un doare yac'h ha deread. Morgan Large 'zo bet o kejañ doc'h an dud 'neunt roet lañs d'ar raktres-nevez-se, 'giz Izabel.
Hag evel just evit padout 'vo afer tud àr an dachenn. Ul liorzh 'vel-se 'zo dija e bro Dinan. Hag eo efedus mat peogwir oa bet gounezet trizek a donnenoù legumaj kerz ar bloavezh diwezhañ. Peadra da leuniañ stalioù kevredigezhioù skoazell ar re baour er vro !