Mouget stourmerien an tu kleiz e Kreiz Breizh ?
Tost da 80 den 'oa deuet dec'h dirag archerdi Karaez 'vit reiñ skoazh da Vathieu Guillemot. Galvet 'oa bet an den ga'n archerien. Ur galv 'oa deuet an deiz warlerc'h ma oa deuet, disadorn tremenet, ar prefed 'ba Karaez, lec'h ma oa bet digemeret gant strolladoù NPA ha PCF, deuet da lakaat ar gaoz war an diaezamantoù sokial 'zo blam d'ar c'henfinañ, ha da vuzulioù kemeret ga'r prefed. Aze emañ ar polis o klask mougañ anezhañ, hervez an NPA. Ha setu neuze da strolladoù politikel a bop seurt da reiñ harp dezhañ dirag an archerdi, en o zouez maer ar gumun Kristian Troadeg, dilennidi kêr, an UDB, an tu kleiz dizalc'hour, ar Strollad Breton hag an NPA. Deomp da glevout Marie-Antoinette Kilherou 'zo kuzulierez kêr Garaez.
Ha just awalac'h eo bet lakaet kalzig ar gaoz war ar frankizioù demokratel 'za war zigresk e Bro Frañs. Afer Mathieu Guillemot vefe ur skouer eus an dro spered politikel se. Er fin, a drugarez d'an dud oa deuet sames gantañ sur walc'h, n'eo ket bet ba'n archerdi. Daleet eo bet an emgav.
Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe.