en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Naetaat an traezhennoù get « Les Mains dans le sable »

Naetaat an traezhennoù get « Les Mains dans le sable »

Ur bern lastez 'zo àr an traezhennoù : boutailhadoù pe rouedoù. Leusket int bet get an dud pe get ar vor. Pal ar gevredigezh « Les Mains dans le sable » 'zo naetaat oad ar vro ! Ar gevredigezh-se zo ganet e Mor-Bihan e 2014. Abaoe 2016 'zo bet krouet kevredigezhioù lec'hel e Penn ar bed, Charente-Maritime hag e Vende. Ul labour kelaouiñ a ra ar gevredigezh ivez evit kizidikaat an dud. An holl a c'hall kemer perzh d'an obererezhioù. Ret eo kas maskl ha manegoù evit an naetaat. Posubl eo kavout an holl titouroù, deizhadoù an obererezhioù da skouer, àr lec'hienn internet ar gevredigezh pe dre facebook àr ar pajenn « Les mains dans le sable ». N'eo ket aes naetaat an traezhennoù. Isabell Bernard eo ur plac'h a youlvat eus ar gevredigezh « Les Mains dans le Sables ». Displegañ a ra deomp peseurt lastez 'zo dastumet àr an aod.Ur pennad-kaoz graet get Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio