Ar gelenerion divyezheg dirak ar rektordi
Dec'h bet bodet kelennerion divyezheg dirak ar rektordi e Roazhon. Galvet 'oant get ar sindikad Snes-Fsu. Pemp àrn ugent den oa du-hont evit goulenn doare da labourat gwelloc'h. Goulenn a reont ivez ma vehe kresket da vat an arc'hant postet evit ar c'helenn e brezhoneg. Hervez ar sindikadoù n'eo ket roet ar pezh 'zo dleet evit ma vehe digoret klasoù brezhoneg-galleg ouzhpenn. Da lâret eo ar rekteur en deus disklêriet e vo digoret hentadoù nevez e miz Even, eizh hentenn, evit bout resis. Met revé ar sindikadoù, ne vehe ket moian digor hentadoù hep postoù ouzhpenn, neuze. Evit poen eh eus 65 post « équivalent temps-plein » gouestlet da zeskadurezh ar brezhoneg. Unan a chomo evit miz Even hepken. Mat e vehe kaout dek post ohpenn !
Ezhommoù braz 'zo, 'giz ma vo lâret gant Yann-Pier Deredel. Skolaer eo ba skolaj publik Rostrenn, hag ezel eus ar Snes Fsu. Un atersadenn great get Gwenvael Delanoë.
Ar sindikadoù oa bet degemeret, neuze, get sekretour-meur rektordi Roazhon. Goulenn a reont ivez ur bilañs sokial diàr-benn yec'hed kelennerien ar yezhoù rannvroel.
Faot a ra dehe levezoniñ an dilennidi, evit ma 'vo roet gweneien ohpenn d'ar brezhoneg...
Ar prantad mat eo evit en ober kar a-benn nebeut 'vo dalc'het an dilennadegoù rannvro ha departamant.