A-c'houde sizhunvezhoù e stanker salioù c'hoariva
Tud a vicher eus ar bed sevenadurel , arzourion, teknikourion, o deus divizet aloubiñ salioù arvestoù meur. Ha chom a reont du-hont.
Al lusk neus kroget e Pariz, e sal an Odeon, d'ar 4 a viz Meurh. Salioù c'hoariva all zo bet stanket peplec'h e Bro-C'hall, hiriv eo ur sal ha tri-ugent 'zo staliet eno intermitented. E Breizh da skouer b'An Naoned, e Brest, ha b'An Oriant eo, o deus kemeret perzh tud ar sevenadur er stourm.
Goulennet get ar gouarnamant astenn ar blevezh « gwenn », met ivez 'vehe roet gwirioù evit an holl intermitañter hag intermitañterez.
Selaomp Guillaume.. Lomig e vez graet anezhañ, aktour er straed. Kemer a ra perzh el lusk b'an Oriant.