Ar c'huzul stad en deus aotret « pellaat » ar gazetenerion e-pad skarzhadennoù ar repuidi
Daou gazetener o deus douget klemm dirak ar c'huzul stad diàr-benn ar perimetroù a vez staliet e-pad skarhzadennoù ar repuidi. E-pad ur skazhañ, e-kichen Calais, ar boliserion n'o deus ket aotret ar gazetenerion de vont e-barzh ar perimetr-se. Ar gazetenerion o deus savet ur goulenn get ar c'huzul stad neuze evit lezel anezho da dremen ha d'ober o labour. Met ar c'huzul stad en deus nac'het o goulennoù neuze.
'Pezh 'zo digomprenabl evit Christian ar Meut. Eñ zo kazetenner hag ivez ezel ar gevredigezh Solidarité Exilés Henbont. Kontañ a ra e soñj doc'h mikro Yuna Kojan.