Bank ar Boued : Kresket eo an niver a dud a resev o sikour gant enkadenn ar c'horonavirus
Ar sizhun dremenet e oa embannet disoc'hoù ur studi kaset bep eil bloaz gant ar CSA evit kont Bankoù ar Boued. Ha kazi ur bloavezh goude ar c'hentañ prantad enkañ, e kroger da vuzuliañ e efedoù sokial hag ekonomikel. Hiriv an deiz zo muioc'h evit 2 vilion a dud a resev ur sikour boued. An tri abeg kentañ a vez meneget gant an dud bet respontet d'ar studi, evit dezho kaout ezhomm sikour, eo pe o deus kollet o labour, pe int kouezet klañv, pe int dispartiet. Mez un efed 'n eus bet ar c'hovid-19 war stad an traoù, pa 'z int 12% o tiskleriañ eo gwashaet o diaesterioù argant gant ar virus. Muioc'h eget an hanter deus an dud bet respontet d'ar studi a zo sikouret dibaoe nebeutoc'h eget ur bloavezh.
Charles Normant deus Bank ar Boued Kemper e lâr deomp penaos emañ stad an traoù e Penn-ar-Bed.