en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Diaes eo bezañ war e studi ar bloaz-mañ

Diaes eo bezañ war e studi ar bloaz-mañ

Galvet eo ar studierien gant ar sindikadoù mont da vanifestiñ hudu 'ba Frañs a-bezh. Goulenn 'ra an dud yaouank gellout mont d'ar skol-veur en dro hag heuliañ kentelioù displeget gant ar gelennerien war eeun. E fin miz Here 'oa bet serret ar skolioù-meur gaozen da red ar c'hovid 19 'bar c'hwec'h korn. Hag abaoe 'rank ul lodenn eus an dud yaouank gouzañv diaesamantoù sokial ha psikologel. Se 'zo kaoz eo bet kinniget gant Emmanuel Macron ha gouarnamant Bro-C'hall lakaat priz ur pred 'ba restaorantoù U da 1 euro 'vit an holl studierien ha reiñ an aotre dezho mont un devezh ar sizhun da gaout kentelioù war eeun. Met n'eo ket awalc'h 'vit ar studierien. Bremaik da 10 e 'vo Taran, studier en eil bloavezh war ar skiantoù, o vanifestiñ gant e gamaladed dirak skol-veur Segalen 'vit goulenn gant ar gouarnamant respont da ezhommoù ar studierien war gement tachenn 'zo. Gant Erwan Blanchard. Ober goap eus ar studierien, 'vel Stanislas Guerini, da skouer, a ginnig gellout mont beket prestiñ 10 000 euro d'ar studierien 'zo etre 18 ha 25 bloaz.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio