Radio an Naoned, ur radio serret warnañ e-unan hervez maer Sant-Ervlan!
Lakaet eo bet diaes Radio an Naoned gant maer Sant Ervlan, lec'h m'eo staliet ar radio en brezhoneg abaoe daou vloaz bremañ. E fin miz Kerdu 'noa dalc'het komzioù leun a dismegañs, 'kerzh ur c'huzul kêr, 'keñver Radio an Naoned ha war un dro 'keñver ar brezhoneg. E kerzh an abadenn 'oa bet lakaet ar gaoz war ur yac'had a 3000 euros 'oa bet goulennet gant Radio an Naoned ha nac'haet outañ. Diwar se 'oa savet kounnar 'ba Bertrand Affilé... Gant se eo chomet eo an izili eus Radio an Naoned sabatuet ha skoet... Selaouomp Melaine Looten ouzh mikro Erwan Blanchard.