Al louzeier homeopatek n'int ket restaolet gant ar Seku ken!
N'eo ket restaolet gant ar Seku al louzeier homeopatik ken abaoe devezh kentañ a viz Genver. Disoc'h unan eus muzulioù pennañ divizet gant Agnes Buzyn, bet ministrez ar yec'hed etre miz Mae 2017 ha miz C'hwevrer 2020. Pal ar muzul 'mañ 'zo digreskiñ an dle 'zo gant Secu. War dro Kant c'hwec'h milion euro warn ugent 'vefe espernet bep bloaz a-drugarez d'an diviz se. Lakaet eo gant ar gouarnamant studiadennoù da diskouez n'eo ket efedus an tretamant 'oa bet kroet gant ur medisin alaman, Samuel Hanemann, e 1796. Koulskoude 'zo un den diwar daou 'ra gant louzeier homeopatek 'ba Frañs. Muioc'h a displegadennoù gant Jilbert Kerouanton 'zo medisin arbenniget war an homeopatiez, war e leve 'mañ, bremañ. Gant Erwan Blanchard.