en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ispisial eo micher al labourerien-douar war an inizi.

Ispisial eo micher al labourerien-douar war an inizi.

Er Gerveur ez eus un hanterkant a labourerien-douar. War an enezenn-mañ eo posubl kavout legumaj, frouezh, mel hag un toullad produioù lec'hel all. Raktres un uzin laezh 'zo ivez war an enezenn. Ar pal ganti eo derc'hel al laezh war ar Gerveur, peogwir e ya betekhen laezh an enezenn d'an douar bras bep mintin. Steven Largouet zo skolaer, e Bro an Alre. Tost eo deus ar Gerveur. E dud zo ganet du-hont hag e dud kozh oe labourerion-douar war an enezenn. Kontañ a ra deomp penaos e oe al labour-douar gwechall, hag e sell diàr-benn al labour-se. Ur repotaj savet get Yuna Cojean. Penaos eo evit an inizi all ? En enez Eusa, da skouer, ez eus saout nevez. Labourerion-douar zo deuet war an enezenn get o saout evit ober laezh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio