Lakaat ar bed sevenadurel war wel gant ur Flash mob war marc'had Pondi!
Ur « flashmob », un sort dañs souezhenn, eo bet aozet e Pondi, dec'h. An dud o deus dañset war ar sonerenn « J'veux du soleil » e kreiz ar mac'had. An dra-se eo bet kinniget get kannerion, dañserion ha sonerion eus Pondi ha eus ar Mor-bihan. Ar pal oa lakaet bed ar sevennadur war-wel. Hag adkavout ul liamm etre an arzourion ha tout an dud, e-kerzh enkadenn ar c'horonavirus. Aline Lemasson ha Enora De Parscau oe du-hont ivez, evit dañsal ha kanañ. Un tamm testeni dezho, ouzh mikro Yuna Cojean. Get Aline Lemasson da gentañ.
Klevet hon eus Aline Lemasson ha Enora De Parscau. Ar flashmob, anvet « J'veux du soleil » a zo bet bet aozet deiz kentañ ar goañv !