Nebeutoc'h argant a zo bet rastellet gant an AFM-Telethon ar bloaz-mañ eget boaz
En desped d'ar prantad bac'hañ 'blam d'ar C'hovid 19 eo bet dalc'het an Telethon ar bloaz-mañ! 'Kerzh an dibenn sizhun dremenet 'oa bet aozet an abadenn veur war an tele 'vit reiñ ton d'an darvoud 'ba Frañs ha degas c'hoant d'an dud prometiñ reiñ un tamm skoazell d'ar gevredigezh AFM-Teleton(Association Française de Myopathie). 33 bloaz 'zo 'oa bet roet lañs d'an darvoud-mañ. Savet 'oa bet 'vit dastum arc'hant da reiñ lañs da labour an enklaskerien 'zo o klask doareoù da bareañ an dud 'zo klañv gant kleñvedoù ral. Bep bloaz 'oa aozet ur bern darvoudoù ha gouelioù 'ba Frañs a-bezh 'vit dastum arc'hant. 'Ba bro Gwitalmeze 'noa divizet paeron an Teleton 'bar c'hanton derc'hel gant e difi: bale 'pad 24 devezh en desped d'ar pranatd kefinañ. Deuet eo a-benn, Goulven Elegöet, kerzhout muioc'h 'vit 1000 km 'ba e liorzh. Dalc'het 'neunt an aozerien, 'ba Gwitalmeze, da vont ar bloaz-mañ memestra. Ha souezhet int bet gant ar sammad arc'hant 'zo bet roet dezho. Selaouomp Mikeal Konk 'vit goar hiroc'h. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.