Ur bajenn e brezhoneg a vo e kazetenn ar "Poc'her" adarre
Gant ar gelaouenn sizhunvezhiek "ar Poc'hêr", staliet e Karaez, ha renet gant Erwan Chartier, eo adlañset ar bajennad e brezhoneg, a oa bet paouezet embann bloaz zo. Aet eo skipailhad ar gelaouenn e darempred gant ar gengevredigezh "Raok", evit sevel ur strollad tud da skrivañ. Un toullad displegadennoù gant Padrig Ferog, kenurzhier "Raok".
Hag un tamm plas 'vo kavet war pep pajenn evit ar gronikenn divyezhek "gerioù ar vuhez" savet gant Herri An Naou hag anavezet mat gant selaouerien Radio Kreiz Breizh, kement ha talvoudekaat dielloù ar radio. Evel-just eo digor ar skipailh d'an holl a faot dezhe skrivañ pennad pe bennad, paneveken ur wezh ar bloaz!