en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

N'eo ket holl annezidi Sant-Kadou 'fell dezho chom en un dachenn wenn...

N'eo ket holl annezidi Sant-Kadou 'fell dezho chom en un dachenn wenn...

Manifestet 'oa bet ar sizhun dremenet gant ul lodenn eus an izili eus ar gevredigezh Kurun 'vit harzhañ al labourioù da bilat gwez 'ba ur park lec'h 'zo anv sevel ur peul 3 ha 4 G. 'Vit poent emañ bourk Sant-Kadou 'kreiz un dachenn wenn. Met n'eo ket an holl annezidi eus Sant-Kadou a vanka dezho chom hep gellout pellgomz gant an telefon hezoug pe degemer pellgomzadennoù. Pelloc'h gant Youn Gouez 'zo o chom 'ba kreiz bourk Sant-Kadou. 'ba e di ne resev gwagenn ebet. Gant Erwan Blanchard Savet 'zo bet ur rekour dirak al lez-varn melestradurel gant an izili eus Kurun 'vit harzhañ Free da sevel ar peul 3/4G. 'Benn penn kentañ miz Kerdu 'vo embannet gant ar varnerien 'ma vo eus ar peul pe get ha dre se, massen, sioulaat speredoù annezidi Sant-Kadou.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio