Bennarc'hoazh vo an devezh etrevroadel enep ar feulster graet d'ar maouezed
Warc'hoazh e vo manifestet er bed a-bezh a-enep d'ar feulsterioù graet d'ar maouezed. Kreskiñ a ra ar feulsterioù-se durant ar prantadoù bac'hiñ. Desket hon eus an dra-se e miz Meurzh ha miz Ebrel paseet. Seizh ha pevar ugent maouez 'zo bet lazhet abaoe penn-kentañ ar bloaz.
Sikouret e vez ar maouezed war an dachenn get kevredigezhioù a-bep seurt. Klemm a reont a-enep d'an diouer a argant evit kas o c'hefridi da benn. Aela 'zo stourmerez evit gwir ar merc'hed e Mor-Bihan. Mont a raio da vanifestiñ en Oriant dimerc'her. Er gêr-mañ 'oa manifestadegoù ar bloavezh tremenet peogwir oe bet diskaret euriadoù degemer ar greizenn « Moments pour elles ». Serret oe bet e 2017. Addigoret eo bet ur yaou mintin bep eil, ar bloaz tremenet. Un tamm displegadennoù gant Aela ouzh mikro Yuna Cojean.
Abaoe ar miz Ebrel paseet zo ul lec'h digemer er greizenn goñvers K2 en Oriant. Bez ez eus strollad eus ar c'hevredigezhoù Sauvegarde 56 ha CIDFF evit selaou a digemer ar maouezed.
Ar vanifestadeg en Oriant a-enep ar feulsterioù graet d'ar maouezed 'vo da 6e, war plasenn Aristide Briand. Aozet eo gant sindikadoù UCL an Oriant, Strollad komunour (PCF) ar MorBihan, ar CGT, Solidaire hag an FSU.