en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Poent eo plantiñ argant en ospital, a lâr labourerien ar yec'hed.

Poent eo plantiñ argant en ospital, a lâr labourerien ar yec'hed.

Dec'h oa un devezh harz-labour ha manifestadeg evit labourerien an hospitalioù e Frañs a-bezh. Aet eo skuizh ar glañvdiourien, ar skoazellerien, hag ar vedisined gant ar mod ma vez meret an ospitalioù publik gant ar gouarnamant. Un tammig e pep lec'h neuze zo bet dibunet er c'hêrioù. E Roazhon e voent un 300 bennaket o tibuniñ e kreiz-kêr goude bezañ en em gavet war plasenn Charlez ar Gall. E Kemper e oa bodet an implijidi dirag ospital Laenneg a-benn diskleriañ o soñj war politikerezh ar gouarnamant, mez ivez war ar mod 'n eus renouriezh an ospital da verañ anezhañ. Tunvezh Gwlagen-Grandjean a oa bet oc'h ober un tamm tro eno. Poent eo saveteiñ an ospital publik neuze, ha n'eo ket espern 900 milion a euroioù c'hoazh a-benn ar bloavezh 2021 en ospitalioù, e-gizh ma zo bet embannet gant ar gouarnamant ar sizhun dremenet er raktres lezenn da argantiñ ar surentez sokial.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio