"Trouve ta voie", ur saloñs ar studioù en linenn evit al liseidi
Etre an 20 hag an 22 a viz Du, 'hed tri devezh, 'vo dalc'het ur saloñs heñchañ evit al liseidi, "Trouve ta voie" an anv anezhañ, dezhe da c'hoût welloc'h penaos mont war o studioù. Da-vat 'mañ ar soñj lakaat reoù yaouank e klas termen e darempred gant studierien war a bep sort danvez. Na pelec'h 'vo dalc'het an dra? War internet 'ta! A-bell 'vo graet an traoù, en-linenn, en ur mod niverel. Ur mod nevez 'ta, hag ac'h a 'walc'h deus ar redioù a-vremañ. Kinniget eo bet an dra d'al liseidi el lise Diwan e Karaez. Displegadennoù gant Lenaig Rudulier, isrenerez e karg deus an heñchañ el lise. Gant Tugdual Karluer