en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lakaet eo bet ar Vodadeg Vroadel da votiñ e lezenn evit un eil gwezh gant ar gouarnamant

Lakaet eo bet ar Vodadeg Vroadel da votiñ e lezenn evit un eil gwezh gant ar gouarnamant

Emañ ar Sened o vont da lenn hiriv evit ar wezh diwezhañ an destenn a gaso da hiraat ar stad a zifrae yec'hed. An destenn votet ha kaset dezho dec'h d'abardaez gant ar Vodadeg Vroadel a raktres e vo dalc'het ar stad a zifrae, ar stad urjañs kea, betek kreiz miz C'hwevrer. Dimeurzh d'abardaez koulskoude oa deuet a-benn ar gannaded deus an tu enep da verraat ar maread betek kreiz miz Kerzu kentoc'h. Mez dec'h 'n eus ar gouarnamant lakaet ar gannaded da votiñ en dro evit un eil gwezh a-benn ma vefe niverusoc'h kannaded ar muiañ niver er sal da vare ar vot. An tu enep, pe vefe re an tu kleiz pe re an tu dehou, a zo bet feuket gant un doare d'ober a gavont bezañ enep demokratel. Kinniget 'n oe Paol Molak ouzhpenn an dra-se un amadamant a-benn ma vefe dibosubl d'ar gouarnamant hiraat ar maread enkañ hep vot deus perzh ar Parlamant. Emañ Paol Molak deus mikro Yuna Kojan. Ha goude bezañ bet tremenet dre ar Sened hiriv, e vo ar vot fin gant ar Vodadeg Vroadel war an destenn lezenn-mañ da hiraat ar stad a zifrae yec'hed a vo dalc'het dirgwener.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio