Tudi Kernalegenn, paeron Stumdi evit ar bloavezh-skol-mañ
An distro-skol 'zo evit Stumdi, an aozadur-stummañ war ar brezhoneg. Dek a tri ugent stajiad neus kroget gant ar stummadur. Cheñch a ra paeron Stumdi bepbloaz. Tudi Kernalegenn eo ar paeron nevez evit ar bloavezh-skol mañ. Hemmañ eo ar rener nevez Bretagne Culture Diversité, ur gevredigezh evit reiñ d'an holl an danvezioù, titouroù, diwar-benn sevenadurioù liesseurt Breizh. Ar pal 'zo broudañ ar gwir da gaout muioc'h sevenadur ha glad ar brezhoneg.
Tudi Kernalegenn 'zo brezhoneger a-vihanik ha komz a ra pemp yezh. Graet neus kalz traoù a-raok dont da vezañ rener Bretagne Culture Diversité. Kontañt a ra deomp e redoù-micher, ouzh mikro Yuna Cojean.
Kejal ouzh stajidi Stumdi a raio Tudi Kernalegenn, evit kalonekaat anezho da zeskiñ ha komz e brezhoneg. Pemp bloaz ha tregont 'vo Stumdi da Nedeleg. Ouzhpenn daou vil ha c'hwec'h kant stajiad zo bet stummet abaoe ganedigezh Stumdi.