Deut eo bro Balestinia da vezañ bro evezhier en ONU.
Kant eizh bro ha tregont 'deus votet evit degemer Palestinia, nav 'enep, Izrael ha stadoù unanet Amerika en o mesk, ha reoù stag o ekonomiezh dioute dreist-holl, anat deoc'h; hag unan ha daou-ugent zo chomet mut. Ur gammed war-raok evit an hent d'ar peoc'h eno marteze, met n'eus netra graet c'hoazh, hag evit bremañ ne cheñcho netra da-vat war an dachenn. Met kalz muioc'h a bouez e tap br Balestinia a-livear bed.
Jean-Do Robin eo prezidant AFPS bro-Dreger, muioc'h a displegadennoù gantañ, gant Tugdual Karluer.