An Henbont a zegemero c'hoarierien-ezed Olimpek tennis-taol
An Henbont zo bet dibabet evit digemer skipailhoù an tennis taol evit ar C'hoarioù Olimpek 2024. C'hoarierien estren a teuio en Henbont evit prientiñ a-raok o match 'ba Paris. Ar gêr a oa dibabet a-drugarez d'he skiplaih tennis taol brudet, o c'hoari war ul live etrevroadel. Ur greizenn nevez 'vo savet evit ar c'hlub-mañ. Selaomp displegadennoù Tiphaine Siret, kuzulurierez kêr an Hennbont. Emai ouzh mikro Yuna Cojean.
'Ba Breizh 'vo ugent kêr o tegemer sportourien e-pad ar c'hoarioù olimpek, ouzhpenn da hini an Henbont. E Plougastel Daoulas da skouer e vo belo war hent, handball, judo ha taekwondo. pe c'hoazh Pont-'n-Abad evit amprouennoù atleterezh ha Rugby.