Diaes eo ar muzulioù enep Kovid evit ar salioù sport e Roazhon
Roazhon hag an Il-ha-Gwilun a zo renket c'hoazh evel un takad a evezh kreñvaet. Dibaoe ur sizhunvezh neuze zo bet lakaet muzulioù e plas gant prefed an departamant hag ar c'huzul kêr. Serriñ a ra an ostalerioù da 10e noz, ha klozet eo ar salioù sport. Un taol fall evit ekonomiezh ar salioù sport prevez. Olivier Lhopiteau 'n eus digoret ar sal kraperezh The Roof e kreiz-kêr bloaz 'zo, lec'h ma vez kavet un ostaleri, un ti-boued hag ur vikro-braserezh ivez. N'eo ket sarret ar sal penn da benn koulksoude, pa zo bet ouzhpennet ur bern nemedennoù d'ar redi da sarriñ.
Digor eo The Roof c'hoazh e savadur an Hostel Doue, evit ar pezh a sell al lodenn ostaleri ha ti-boued.